a : Petra 'tefe c'hoant d'o'r ar s'un a zeu 'vit Meurlarjez ?
b : C'hoant 'walc'h 'mefe da vont da Zouarnenez.
a : Anav'out 'rez tud hag a vefe kontant da lojañ 'hanomp eno ?
b : Moaien 'vefe da ga'out bod 'ba' ti ma breur-kaer.
a : Kavout 'rae din 'noa gwerzhet e di 'ba' Treboull.
b : Ya... 'benn feurmiñ ur ranndi 'ba' Douarnenez end-eeun.
a : Gwel' 'ran... Mat 'vefe dimp telefoniñ d'añ hep koll amzer.
b : Ya, met aesoc'h 'vefe ma 'mefe ket dianket e niverenn
a : Petra az pefe c'hoant d'ober ar sizhun a zeu evit Meurlarjez ?
b : C'hoant a-walc'h am befe da vont da Zouarnenez.
a : Anavezout a rez tud hag a vefe kontant da lojañ ac'hanomp eno ?
b : Moaien e vefe da gavout bod e ti ma breur-kaer.
a : Kavout a rae din en doa gwerzhet e di e Treboull.
b : Ya... a-benn feurmiñ ur ranndi e Douarnenez end-eeun.
a : Gwelet a ran... Mat e vefe dimp pellgomz dezhañ hep koll amzer.
b : Ya, met aesoc'h e vefe mar n'em befe ket dianket e niverenn
Plas(où)➣ place
Kalon°(où)➣ étonnant
Pasianted°➣ (de la) patience
Gounit➣ gagner
Gounezet➣ gagné
Fuzuilh°(où)➣ fusil
Roeñv°(où)➣ rames
Skabell°(où)➣ escabeau
Meurlarjez➣ Mardi gras
Douarnenez➣ Douarnenez
Lojañ➣ héberger, loger
Kavout-bod➣ se faire héberger
Breur-kaer➣ beau-frère
Treboull➣ Treboull
A-benn➣ pour, afin de, dans le but de
Feurmiñ➣ louer
End-eeun➣ même, exactement
Diankañ➣ égarer
Niverenn°(où)➣ numéro
... ...
Am(em) befe | ('mefe) | j'aurais | N'am befe ket | je n'aurais pas |
Az(ez) pefe | ('tefe) | tu aurais | N'az pefe ket | tu n'aurais pas |
en (he) defe | ('defe)('nefe) | il (elle) aurait | N'en (he) defe ket | il/elle n'aurait pas |
Hor befe | ('mefemp) | nous aurions | N'hor befe ket | nous n'aurions pas |
Ho pefe | ('pefe) | vous auriez | N'ho pefe ket | vous n'auriez pas |
O defe | ('nefent) | ils/elles auraient | N'o defe ket | ils/elles n'auraient pas |
1• Si j'avais peur, je ne serais pas ici.➣ Ma am befe (Ma'm befe) aon, ne vefen ket amañ.
2• Auriez-vous envie de faire ça ?➣ C'hoant ho pefe d'ober se ?
3• N'aurais-tu pas trouvé ma chaussette ?➣ N'ez pefe ket kavet ma loer.
4• Nous n'aurions pas fait ça à sa place.➣ N'hor befe ket graet se en e blas.
5• S'il avait écrit, il s'en souviendrait.➣ Ma en defe (M'en defe) skrivet, en defe soñj.
1. Aon am befe d'ober se.
C'hoant am befe d'ober se.
Ezhomm am befe d'ober se.
3. M'en defe bet amzer e vefe chomet.
M'en defe bet arc'hant e vefe chomet.
M'en defe bet kalon e vefe chomet.
5. Ma'm befe ur fuzuilh e vefe aesoc'h.
Ma'm befe ur roeñv e vefe aesoc'h.
Ma'm befe ur skabell e vefe aesoc'h.
2. Petra az pefe lavaret en e blas ?
Petra o defe lavaret en e blas ?
Petra he defe lavaret en e blas ?
4. Ma'm befe gounezet em befe soñj.
Ma'z pefe gounezet ez pefe soñj.
M'hor befe gounezet hor befe soñj.
C'hoari Diñsoù p51 | C'hoari Diñsoù p51 |
Galleg | Brezhoneg |
1 Je pense que j'aurais peur de rester dans l'eau. | Me a gav din am defe aon chom en dour. |
2 A votre place, je n'aurais pas acheté cette table. | En ho plas, n'em defe ket prenet an daol-mañ. |
3 Il dit qu'il a besoin de se reposer. | Lavaret a ra en deus ezhomm da ziskuizhan. |
4 Qu'auriez-vous envie de faire pour Noël ? | Petra ho pefe c'hoant d'ober e Nedeleg ? |
6 Nous ne serions pas ici si nous avions déménagé. | Ne vefemp ket amañ mar hor befe dilojet. |
7 Je ne sais pas si je mangerai avec vous. | N'ouzon ket hag-eñ e tebrin ganeoc'h. |
8 Le numéro que tu m'as donné est bizarre. | An niverenn hag az peus roet din zo iskis. |
10 Auriez-vous besoin d'un marteau ? Non. | Ezhomm ho pefe eus ur morzhol ? n'em befe ket | 11 Nous voulons savoir si tu serais d'accord pour nous héberger. | Fellout a ra deomp gouzout hag-eñ e vefes a-du evit lojañ ac'hanomp. | 12 Le chien de Maria doit être aussi grand qu'un tigre. | Ki Maria a dle bezañ ken bras hag un tiger. | 13 Je veux acheter une maison à Trémargat même. | Fellout a ra din prenañ un ti da Tremargat end-eeun. | 14 Qu'est ce que vous auriez dit à leur place ? | Petra ho pefe lavaret en o flas ? | 15 Si elle avait gagné elle s'en souviendrait. | Ma he defe gounezet he defe soñj eus se | 16 Nous aurions besoin de parler à votre frère. | Ezhomm hor befe da komz ouzh ho preur. | 18 S'il avait un nez plus grand ce serait amusant. | Ma en defe ur fri hiroc'h e vefe fentusoc'h. | 19 Pourquoi auriez-vous acheté une table en acajou ?. | Perak ho pefe prenet un daol en akajou ? | 20 Un café, s'il vous plait. | Ur banne kafe, mar plij. |
C'hoari Diñsoù p52 | C'hoari Diñsoù p52 |
Brezhoneg | Galleg |
1 Petra o defe lavaret em (em = en ma) flas ? | Qu'auraient-ils dit à ma place. |
2 M'en defe bet ul lizher en defe lavaret din. | Si il avait eu(reçu) une lettre il me l'aurait dit. |
3 Pegoulz ho pefe c'hoant da zilojañ ? | Quand aimeriez-vous déménager ? |
4 Ha ma vefe rinkined e-barzh an dour ? | Et si il y avait des requins dans l'eau ? ? |
6 D'an 22 a viz Genver e oa glav hag avel. | Le 22 janvier il pleuvait et ventait. |
7 C'hoant he defe da feurmiñ un iglou evit ar vakañsoù. | Elle souhaiterait louer un igloo pour les vacances. |
8 Aesoc'h e vefe din kavout ul labour ma 'm befe ur fri bihanoc'h.. | Ca me serait plus facile de trouver un emploi si j'avais le nez plus petit. |
10 Ne dle ket bezañ gwall ziaes. | Ca doit pas être bien facile. | 11 Ar sekoia zo dirak an ti zo koshoc'h evit an ti. | Le sekoia derrière la maison est plus vieux que la maison. | 12 Aon am befe da vezañ gwelet. | J'aurais peur d'être vu. | 13 Petra a rez pa'z pez ezhomm da gaout sikour ? | Que fais-tu quand tu as besoin d'aide ? | 14 Ha m'en defe klevet un dra bennak ? | Et s'il avait entendu quelqe chose ? | 15 Ezhomm o defe da gaout un niverenn | Ils auraient besoin d'avoir un numéro. | 16 Ma breur-kaer en defe dizoloet ur c'houfrig en e solier. | Mon beau-frère a découvert un coffret dans son grenier. | 18 An enezenn a welit a vez feurmet d'ur medisin. | L'île que vous voyez est louée à un médecin. | 19 Poent e vefe dit dresañ keflusker da garr. | Il serait temps que tu répares le moteur de ta voiture. | 20 Lojet e vezemp en ur pizzeria. | Nous étions logés dans une pizzeria. |